1. Impl. da adv. pouez.
Kozh-gagn : kozh-kenañ.
&
Lous-gagn : lous-kenañ.
&
Pizh-gagn : pizh-kenañ.
Pinvidik-mor e oa ha pizh-gagn.
&
Izel-gagn : izel-kenañ.
Izel-gagn e oa ar mor.
&
[1909, 1929] Treut-gagn : treut-kenañ.
[1909] Treut-gagn.
[1929] Ar paour kaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.
2. PEMDEZ.
Implijet da c'her pouezañ en un droienn c'houlennata.
Petra ar c'hagn emañ hennezh o vont d'ober ?
HS. barn, bed, diaoul, foeltr, gast, kurun.
Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.
Ar paourkaez ki-mañ - treut-gagn en deiziou kenta m'edomp-ni degouezet e Berrtomm - a lammas ouzimp en eur fistoulat e lost hag en eur chilpat da lipat hon daouarn d'eomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratoz-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evez warnomp.