1. Evn eus ar c'herentiad Apodidae, a vev a strolladoù a-hed ar bloaz, a gas ar braz eus e amzer en aer oc'h hemolc'hiñ amprevaned nij bihan ; meur a spesad a arouezer gant e anv.
2. Glaouer du : ar spesad Apus apus, du-holl e bluñv war-bouez un takadig gwenn dispis war e c'houzoug.
&
Glaouer kof gwenn : ar spesad Apus melba, gwenn pluñv e gof hag e c'houzoug gant ur c'holier du a ra disparti etrezo.
&
Glaouer gell : ar spesad Apus pallidus, gell-louet e bluñv war-bouez un takad gwenn war e c'houzoug ha war e dal.