1. Lec'h uhel.
Diwar ar gorreoù e welan tiez.
2. Relij.
Gorreoù, gorreoù bihan : mare eus an oferenn ma saver an ostiv.
[1877] [...] e-pad ar gousperoù, edo en iliz, sonn en e sav, e dok gantañ war e benn zoken e-pad ar gorreoù hag ar venediksion.
Référence :
GON.II
pg gorréou (Il n'est usité qu'en parlant des élévations, le point de la messe où le prêtre élève l'hostie et le calice).
D'ar gorreoù int deuet.
d'ar gorréou iñd deûet
1850
Référence :
GON.II
pg gorréou (Ils sont venus aux élévations).
Ne ouzon ket a belec’h e oa deuet an hini a yoa lakaet e penn Sibirilliz ; ar pezh a zo gwir, eo, e-pad an oferenn-bred, deiz ar pardon, hag e-pad ar gousperoù, edo en iliz, sonn en e sav, e dok gantañ war e benn zoken e-pad ar gorreoù hag ar venediksion.
Ne ouzoun ket a beleac’h oa deuet an hini a ioa lakeat e penn Sibirilliz ; ar pez a zo guir, eo, epad an ofern bred, deiz ar pardoun, hag epad ar gousperou, edo enn iliz, sounn en he za, he dok ganthan var he benn zoken epad ar gorreou hag ar venedicsion.
1877
Référence :
EKG.I.
p.309
Ar ganerien a vez bodet e gorre an ti-dañs, en un doare keur, hag etre pep krogad e vez sonet ur c'hloc'hig, evel ma vez graet en ilizoù da vare ar gorreoù.