Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Plant e anv spesad Camellia simensis a orin eus ar reter pellañ, a c'hounezer evit o delioù a gutuilher ent yaouank, a sec'her diouzhtu pe a lakaer da c'hoiñ a-raok o sec'hañ. 2. Delioù ar plant-se aozet evit ar werzh. Prenañ ur pakad te, ur voestad te. 3. Died nerzhus ha distanus a farder diwar an te (2). Ur banne te, un tasad te. Te laezh, te dre (al) laezh.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

[…] d'ar mare-se e krogas meur a hini da gavout mat e vannac'h te !

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

[…] ne veze ket ken diaes-se kaout te e-pad ar brezel

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Abaoe pell 'zo e kroger gant e zevezh en ur evañ kafe. Hiniennoù a zo koulskoude a gav gwelloc'h an te.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Pa 'z it bremañ avat da stalioù ar c'hêrioù ned eo ket diaes gwelout e vez evet muic'h-mui a de en hor bro

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

te darjeeling eo an anavezetañ eus ar seurtoù te indezat

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.42

te du

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.42

te glas

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.42

Ur bannac'h kafe ho po ? - Pe marteze eo gwelloc'h ganeoc'h kaout ur bannac'h te ?

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Bez ' e c'heller c'hoari, pe neuze lenn, pourmen, hag all, da c'hortoz an te, a vez servijet da bemp eur, ha koan a vez da seizh eur hanter.

1985
Référence : DGBD p11

Aze dirak o daoulagad edo ar burev dindan gouloù seder al lamp, un tan brav o lugerniñ hag o flamminañ en oaled, ar pod berver o c'hwitellat skañv, un diretenn digor pe ziv, paperoù renket kempenn war an daol labour, ha tostoc'h d'an tan, peadra d'ober te.

2012
Référence : DJHMH p. 73

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux