Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (db. an traoù) Zo perzh fall ennañ, zo graet en un doare diglok, diampart. Gant lien gros ha gwenn e oa graet e vragoù bras. Un tammig forn pri-prad disterik ha gros. Boued gros ha disaour. Ar mein hag ar grouan grosañ. DHS. dister, garv. ES. fin. 2. (db. ar benvegoù da silañ) Boull, rouez. Ur c'hrouer gros. & Trl. skeud. Bezañ gros e grouer : bezañ diseven, rust. 3. (db. an douar) Zo pouloud ennañ. Ma ! sell pegen gros an douar nevez-labouret ! 4. (db. ar mor) Zo gwagennoù bras ennañ. [1877] [1924] pa [veze] gros ar mor ha rust an amzer. 5. (db. ar vouezh) Izel a don, boud. Ar vamm-gozh a respont gant ur vouezh c'hrosoc'h. Ur vouezh c'hros o lavaret en ur c'hrozmolat. Loened gouez o c'hourdrouz, gros ha pounner o mouezh. [1944] « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn. 6. A-WECHOÙ, PEMDEZ Tev a gorf. Eñ zo erru gros ! B. Dre skeud. 1. (db. obererezh an dud) Digempenn. Labour gros. 2. (db. an dud) Diseven, dezhañ doareoù rust. Ur penn kleiz a zen e oa Fañch, gros ha gouez. 3. (db. an traoù a lavarer) Gevier gros : digredus penn-da-benn. & Gerioù, komzoù, traoù gros : gerioù diseven, feukus. Ne blij ket dezhañ klevout traoù gros nag istorioù druz. Mari-Jan du-mañ a zeue re c'hros ganti pa gare ! : lavaredoù a feuke an dud.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

mezher gros

1732
Référence : GReg (gros) draps (de la bure)

Gros ha re c'hros eo ar mezher-mañ.

1732
Référence : GReg pg grossier (Ce drap est grossier, & trop grossier.)

gros

1732
Référence : GReg pg grossier (-e, épais, &c.)

labour gros

1732
Référence : GReg pg grosserie (grosse besogne, besogne faite grossierement)

Ne glever a-bell, dreist an enezier, nemet grozmol ar mor bras a gros evit lavaret ez a atav en-dro hag ez eo bepred leun a nerzh.

1877
Référence : EKG.I. p.94

bleud gros, lien gros

1909
Référence : BROU pg 246 (grossier)

gerioù gros

1909
Référence : BROU pg 246 (se dit également au physique et au moral)

Hag o-daou ec’h aent da beñseal, pa [veze] gros ar mor ha rust an amzer.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.975 (Mae 1924)

Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros.

1944
Référence : ATST p.8

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Référence : EURW.1 p31

Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.

1944
Référence : EURW.1 p34-35

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.

1944
Référence : ATST p.21

An deiz-se, ma c'hredit, e touis mar em bije biken un dilhad broadel din ma-unan e rajen ur bragoù bras skañv, ha nann ur sac'h lien gros, evel an hini a zougen.

1944
Référence : EURW.1 p.129

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Référence : PETO p11

Ur wech ouzhpenn hon eus klevet kaozioù toull ha gevier gros digant begoù brammerien Baris.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Daoust d'ar mor bezañ gros, ne vrall mui al lestr.

1985
Référence : DGBD p11

Na goular e kaven ar re-mañ goude bezañ bet tañvaet ar bananez melen ! Gwell e ve bet ganin e vije bet roet din da gentañ ar re c'hros ha bezañ miret ar re velen evit an dibenn-pred !

1985
Référence : DGBD p157

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux