I.
G.
1. Den divlam.
Lazhañ un inosant. An inosanted a bae evit an dorfedourien.
2. Bugel n'eo ket c'hoazh en e oad a skiant.
Me am eus pemp pe c'hwec'h inosant.
3. Den diskiant.
Ur paourkaezh inosant.
4. Dre ast.
Genaoueg.
Na selaou ket an inosant-se !
HS. glapez.
II.
Relij. (en e furm lies ha gant ur bennlizherenn-dal)
An Inosanted, an Inosanted Santel : ar vugale lazhet gant Herodez.
Muntrerezh an Inosanted Santel.
&
Gouel an Inosanted : gouel a lider d'an 28 a viz Kerzu.
&
(impl. da stn.)
Ar Sent Inosanted.
Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.
hac ez respond vn é lauaret: an inocent à daouzourn hac an heny à vezo net à calon &c.
1576
Référence :
Cath
p4
Evit va c’hel[o], fromet e vezen dreist-holl gant an « inosanted », pikoloù kanfarded diarc’hen ha diskabell, lart ha kreñv da welout, a-wechoù gant barv hir ha louet, darn hanter noazh, darn all gant ur sae vastaret e[n]-dro dezho evel hini ur c’hrouadur nevez-grog da gerzhout.
Evit va c’helou [sic], fromet e vezen dreist-holl gant an « inosanted », pikoloù kanfarded diarc’hen ha diskabell, lart ha kreñv da welout, a-wechoù gant barv hir ha louet, darn hanter-noazh, darn-all gant ur sae vastaret e-dro dezho evel hini ur c’hrouadur nevez grog da gerzhout.
1954
Référence :
VAZA
p.54-55
Da heul seurt krizder[,] buan 'ya / En hegar kalz a Chouanted, / Hag o drougiezh dezho 'ra / Lazhañ, d'o zro, inosanted.
Da heul seurt krizder buan 'ya / En hegar kalz a Chouanted, / Hag o drougiez dezo ' ra / Laza, d'o zro, inosanted.