Kador-varn an dispac’h dalc’het e Brest, goude bezañ gwelet ar skrid-tamall graet gant an [sic] diskulier publik ar gador-varn-se, enep Fabian Croy, korporal en eil rejimant soudarded war droad, galvet diagent soudarded war-droad-ar-mor, oadet a seizh vloaz warn-ugent, ganet e Sant-Per-Montier, departamant ar Menez-Gwenn, o chom e Brest.
Abalamour da se, an tamaller publik a c’houlenn ma teufe ar gador-varn unanet da reiñ dezhañ diskarg eus an tamall-mañ a-enep Fabian Croy, korporal er rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het er prizon hanvet Kastell Brest ; ra vezo, abalamour da se, gourc’hemennet gant urcher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizon-se, evit chom eno evel en un ti a justis, hag e vezo ar gourc’hemenn-se roet da anaout da guzulierien Brest ha d’an hini tamallet.
Mots précédents
Mots suivants
kador-vrec'h