kailharet
A-wechoù ivez ne baden ken gant ar chifet e vezen : « Ma ! e lavaren neuze, ha pa vefe ret din kerzhout betek Moskov war droad, faezh ha kailharet evel Boudedeo dindan ar seizh amzer – met allas, hep e bemp kwenneg [sic, gwenneg] ! – mirit ’ta ho madoù ha serrit ho kraban warno, rak un dro bennak ho po da ziskregiñ diouto, ha Douget e viot d’ar bez en noazh / ha pa vefe kanet hoc’h obidoù war an ton bras !
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
Mots précédents
Mots suivants
kailharus