I.
1. Deuet da vezañ kalet.
Lec'hid kaledet.
2. (db. ar c'hroc'hen)
Deuet kaledennoù warnañ.
O daoulin a oa kaledet-holl.
3. (db. ar gwad)
Sonnet, kaouledet.
Gwad kaledet ha pouloudennet.
II.
Dre skeud.
1. Deuet da vezañ kalet, diseblant, aheurtet.
Speredoù dallet ha kalonoù kaledet.
[1878] Ur wech dilezet / Gant ho kras, va Doue, / Evel dour ’vez evet / A bep seurt fallentez : / Arruet ’barzh al lonk / Ar pec’her kaledet, / Ha ! pet gwall a zo gantañ graet !
2. (db. ar c'hleved)
Bouzar.
E zivskouarn zo kaledet.
Daoust hag eñ a savas neuze, war-zu Doue, e galon kaledet ?
Daoust hag hen a zavaz neuze, varzu Doue, he galoun kaledet ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.126
Ur wech dilezet / Gant ho kras, va Doue, / Evel dour ’vez evet / A bep seurt fallentez : / Arruet ’barzh al lonk / Ar pec’her kaledet, / Ha ! pet gwall a zo gantañ graet !
Eur veach dilezet / Gant ho kraz, va Doue, / Evel dour ’vez efet / A bep seurt fallente : / Arruet ’barz al lonk / Ar pec’her kaledet, / Ha ! ped goall a zo gant-han gret !