besk
Klevit ’ta, ne oa ket evelkent mab e dad hep abeg : mab ur C’hont !… Na c’hwi a zo beskont ? Beskount evel ma lavare ar garabasenn en e yezh a Leonardez. « Besk out » a rae Jarlig kozh en ur difraezhañ anezhi. Besk out ? Ha nan oun ket, a drugarez Doue. Ma vije bet Jarlig kozh hag ar re all beskonted moarvat n’o dije ket goapaet evel-se.
Ha piv 'ta ? va fidamdoustig, bep tro, diouzh ar mintin kerkoulz ha goude merenn, kaset e vezen bete hanter-c'hrav gant ur chilhog besk gwenn-erc'h, hag eñ ken doñv hag ur c'hi.
Krog e oa e varv hag e vlev da louediñ, rak dougen a rae ar c’holier glas abaoe tri bloaz warn-ugent pe ouzhpenn, ha daoust da se e vane bepred martolod a eil renk, hep galoñs na « brevet », ur spered besk anezhañ, ganet moarvat ur sadorn d’an noz, hag evel ma lavarfe Paotr Juluen, Doue d’e bardono : Ne ouie na skrivañ na lenn, / Netra nemet diwall e reor diouzh ar c’hwenn [c'hwen].
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.
Mots précédents
Mots suivants
besk