Ar giz a oa gant douarourien hor c'hompagnunezh, koulz ha gant ar gartennourien, da zilezel al labour diavaez eus hanter miz here betek miz kerzu, hag eus hanter veurzh betek penn kentañ miz mae, mont da greizenn Nenghe-Sika da glask goudor, da labourat en disglav, da renkañ o notennoù, da gempenn ha da glenkañ ar vein bet dastumet, d'en em glevout gant ar geneiled...hag ivez da ziskuizhañ.
Xavier Ralougou, ar c'hartennaouer ha Raymond Moukanimambou, o-daou a ouenn nkomi, o devoa lakaet ivez o dilhad gwenn, hag hervez o renk e oant deut gant o zok-heol, met tennet o doa o hini hag e lakaet war an douar.
Mots précédents
Mots suivants
kartennouriezh