Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e vennigañ a eure hag e lavaras : « Bravat skor e vo ar bugel-mañ d’an doueed en o stourmad ouzh ar ramzed du ! »
Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e venniga a eure hag e lavaras : « Bravat skor e vo ar bugel-man d’an doueed en o stourmad ouz ar ramzed du ! »
1924
Référence :
SKET.II
p.9
Dezho ez oa pep a dri zezh hag a roe bemdez pep a nav c’helorniad laezh, ar pezh a rae, eus an eil abardaez d’egile, ur c’helorniad ha pevar-ugent a veze lakaet holl da vezur advibien Vissurix.
D’ezo ez oa peb a dri zez hag a rôe bemdez peb a nao c’helorniad laez, ar pez a rae, eus an eil abardaez d’egile, eur c’helorniad ha pevar-ugent a veze lakaet holl da vezur advibien Vissurix.
1924
Référence :
SKET.II
p.15
Gouren a rae evel un tarvig, war glazenn Moridunon, ouzh advibien all Vissurix.
Gouren a rae evel eun tarvig, war glazenn Moridunon, ouz advibien all Vissurix.