Zo deuet da vezañ rous e groc'hen, gant an heol.
Ur vaouez kozh, kramennet ha roufennet he dremm. Pennoù kramennet gant an heol hag ar mor.
HS. kramennek.
Tri den mentek ez oa an tri breur, dezho blev du fuilh, pennoù kramennet gant an heol hag ar mor ha daoulagad du ha lugernus evel an noz sterennek [steredek].
Tri den mentek ez oa an tri breur, d’ezo bleo du fuilh, pennou kramennet gand an heol hag ar mor ha daoulagad du ha lugernus evel an noz sterennek [steredek ].
Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezhi Pandemos, blev-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war ur bouc’h, arouez an orged.
Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezi Pandemos, bleo-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war eur bouc’h, arouez an orged.