(impl. da spizer prl.)
Obererezh beuziñ, goleiñ gant dour.
Dour-beuz : dic'hlann-dour.
Glav-beuz : glav pil a vez dour-beuz d'e heul.
&
Mervel dre veuz : beuziñ.
Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se ur pil-dour-beuz a gouezhas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-[b]il.
Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se eur pil-dour-beuz a gouezas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-pil.
1924
Référence :
SKET.II
p.35
A-hed ar pevar c’han kentañ ur glav-beuz a gouezhas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosetlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet.
A-hed ar pevar c’han kenta eur glao-beuz a gouezas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosêtlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet.