I.
H.g.
1. Santad displijus pe zisplijusoc'h a zeu dirak ur fed na glot ket gant ar pezh edod o c'hortoz.
Emaomp e-kreiz ar c'herse.
Kerse a vo dioueriñ anezhañ : poan a vo oc'h ober heptañ.
&
Trl.
Reiñ kerse da ub. : reiñ dipit.
Ar pezh a ro kerse.
&
Kavout kerse : kavout dipit.
Kerse a gavi. Me ne vin ket nec'het gant se, met te avat a gavo kerse.
&
Bezañ kerse gant ub. : bezañ dipitet.
Re a gerse a oa ganti.
2. Trl. skeud.
Hadañ kerse, prenañ kerse : ober udb. a zegaso trubuilhoù, poan diwezhatoc'h.
3. Kerse war vat : tra blijus.
Ar re-se o deus kavet kerse war vat abaoe m'o deus un ti brasoc'h. Kerse war vat a vo ganit mont ac'hanen bepred, abalamour d'ar boued. Kerse war vat evidomp.
4. Lenn.
Dipit.
Emañ preñv ar c'herse e pep kalon, e pep levenez. Donoc'h eget na grede din e oa aet ez kalon gouli ar c'herse.
II.
Impl. da anv unan.
Tra dipitus, displijus.
Ur c'herse e vo gantañ klevet an dra-se. Ur c'herse e vefe chom boud.
III.
Trl. (bezañ) kerse gant ub. ober udb. : kavout diaes ober udb.
Pegen kerse gant an den kozhañ ! Me zo kerse ganin bezañ deuet amañ da fritañ paourentez. Kerse eo bet gant ma c'hostoù embreger ar bal bounner-se.
HS. keuz, mantr.
&
Ent krenn
Kerse eo ganin.
« — Alo ! alo ! eme Jañ Glaudadig, gwaz eo ar c’hilhog, kerse eo gantañ dilezel e vestrezed…
« — Alo ! alo ! eme Jan Glaudadig, gwaz eo ar c’hilhog, kerse eo gantan dilezel e vestrezed…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.950 (Mae 1924)
prenañ kerse
prena kerse
1931
Référence :
VALL
pg (s')attirer, avoir
Nag a bet gwech am boa klevet tud o lavarout : « Brezhoneg ac'hann, brezhoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »
Nag a bet gwech, am boa klevet tud o lavarout : « Brezoneg ac'han, brezoneg alese, 'vit o c'hompren a zo kerse... »
1944
Référence :
EURW.1
p74
Pevare 'ta ' kavo gwasked / Diouzh kint ha broud he c'herse laour ?
Pe vare 'ta ' kavo gwasked / Diouz kint ha broud he c'herse laour ?
1960
Référence :
PETO
p55
Marv unan, 'velkent, ac’hanomp, ' ve a-walc'h / Ha, p'eo ret din mervel uhel ma fenn ha balc'h, / E kollin ma buhez hep re gerse na rec'h, / Da geuziañ d'ho pec'hed, m'ho tennan eus ar bec'h.
Maro unan, 'velkent, ac’hanomp, ' ve a-walc'h / Ha, p'eo ret din mervel uhel ma fenn ha balc'h, / E kollin ma buhez hep re gerse na rec'h, / Da geuzia d'ho pec'hed, m'ho tennan eus ar bec'h.
1960
Référence :
PETO
p48
Arc'hoazh pe zroug, ivez pe reuz, / Ma vezont diouzh ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'er gra emzivad ar marv. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garv. / Tristidigezh 'hed hor buhez !
Arc'hoaz pe zroug, ive pe reuz, / Ma vezont diouz ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'her gra emzivad ar maro. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garo. / Tristidigezh 'hed hor buhez !
1960
Référence :
PETO
p13-14
Ur gwall gerse eo bet din, rak ar rollad en e bezh a zo aet da goll, n'ouzon ket ken evit pe abeg !
1985
Référence :
DGBD
p129
Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !