Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Aet tammoù kroc'hen diwarnañ. Treid kignet ha bloñset. Kignet eo he divjod. & Kignet-digignet : kleizhennoù a-leizh warnañ. Bizied kignet-digignet. 2. Dre skeud. Laezh kignet : laezh bet digoavenet da vat. [1954] [...] pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto [...]. 3. Dre heveleb. Doaniet da vat. Kignet eo ma c'halon. DHS. glac'haret, gloazet, gouliet, poaniet.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Sant Bartele a voe kignet bev-buhezek

1732
Référence : GReg pg (Saint Barthelemi fut) ecorché (vif)

« Lakit warnañ dioc'htu kroc'hen ur bleiz kignet, / Gwad hag all, tomm-berv, ar c'hentañ vo kavet. »

1867
Référence : MGK p105

Goustadik, goustadik, ar gastolorenn a zo bet distaget : kignet ha dirusklet beg lost Pipi. Paourkaezh Pipi !…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

« War-lerc’h ar strollad tud-se e teue ur plac’h he blev melen a-fuilh war he divskoaz... Burzhud n’oa ket kignet dezhi he bizied, gant garv e skoe he daouzorn an eil ouzh egile. »

1924
Référence : SKET.II p.38, Notenn 4.

Aet e oamp, tri soner all ha me, da goaniañ en un ostaleriig e rakkêr Belem : amañ bepred, emezomp, ne vimp na touzet na kignet.

1954
Référence : VAZA p.132

Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.

1954
Référence : VAZA p.143

L'Office public de la langue bretonne