Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an evned) Bezañ war ur c'hlud pe war udb. a dalvez da glud. Ur yar kludet war ur peul. [1954] Da gentañ, dre ne gleve trouz ebet e[n]-dro dezhañ war ar c’hled-seniñ, ne rae na van na fiñv an evn kludet er stumm-se. & Dre ast. Bezañ war udb. all estreget ur c'hlud. Ar falc'hun kludet war dorn e vestr. II. Dre skeud. 1. (db. an dud) Lojet, staliet. An toulloù lous ma oamp kludet. 2. (db. an tiez, ar c'hêrioù, h.a.) Lec'hiet, war an uhel prl. Ur gêrig koant kludet e-touez ar glasvez. [1954] Ne oa ket c’hoazh peursanket hon eor e lec’hid al lenn, ma stagas kanolioù ar c’hreñvlec’h kludet ken uhel a-us kêr da dennañ a-voleadoù [...]. HS. neizhiet.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Eus ar gwez haleg, elv ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o fluñv a liv gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanoù.

1924
Référence : SKET.II p.52

Hor [sic] hendadoù, ar Gelted kozh, o doa kemeret un tourc'h da arouezinti ha, patrom ar penn-moc'h, kludet ma'z oa war beg ur vazh hir, a reas ganto tro an Europa, atav er vann ; morse diskaret !

1929
Référence : SVBV p.14

Er [evit Ar] c'hentañ eus an tri zi, e-lec'h ma'z on deut er bed, a zo kludet e-kreiz ar bourc'h hag e-kichenik ti-skol al leanezed kozh, damdost da di oberourez ar bara-kan.

1929
Référence : SVBV p.17

Da gentañ, dre ne gleve trouz ebet e[n]-dro dezhañ war ar c’hled-seniñ, ne rae na van na fiñv an evn kludet er stumm-se.

1954
Référence : VAZA p.93

Ne oa ket c’hoazh peursanket hon eor e lec’hid al lenn, ma stagas kanolioù ar c’hreñvlec’h kludet ken uhel a-us kêr da dennañ a voleadoù, ha setu ma loc’has eus ar c’hae gale meur ar roue, daou-ugent roeñvier warni, gwisket evel ar galeourien [sic] kantvedoù ’oa, pep a voned ruz war o c’hilpenn hag e[n]-dro dezho un doneg varellet kuit a vanchoù.

1954
Référence : VAZA p.131

Muioc'h a loened a zo da welout a-hed ar stêr eget er c'hoad, darn kludet war ar gwez uhel, evned all o vont da guzh e-touez ar c'horz papurus a gresk stank a bep tu.

1985
Référence : DGBD p38

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux