I.
1. [1732, 1931] Seurt marc'h dibr bihan ha postek.
Bidedoù friant.
2. Trl. Skeud. (db. An dud)
Mont war ar bided, war marc'h ar bided, [1927] bezañ ar bided gant ub. : bezañ gwarizius, dont da gaout ur barrad gwarizi.
Aet eo arre war ar bided.
&
(db. ar maouezed)
Bezañ ar bided ganti : bezañ gwarizius abalamour d'he gwaz.
&
(db. ar wazed)
Kaout ur bided rous : bezañ gwarizius abalamour d'e wreg.
3. Dre ast., trl.
Kaout bided : Bezañ gantañ ur c'hoant a vroud d'ober kenkoulz hag unan bennak all pe neuze gwelloc'h egetañ.
II. (db. ar c'hoari domino)
PAR BIDED : pezh zo dezhañ ur poent a bep tu.
Perak ec'h eus dalc'het ar par bided?