1. V.g.
Ober goulennoù niverus.
Petra he doa honnezh da guriuziñ diwar-benn e skol ? Ne c'hallas ket delc'her hiroc'h war he zeod, diwar he c'hoant kuriuziñ.
2. V.k.e.
Atersiñ (ub.).
Barnerien mat da guriuziñ an dud. Goude bezañ troet ha distroet ar c'hlañvour hag e guriuzet.
&
(en e furm av.)
Abadenn atersiñ.
Un tamm kuriuziñ a reas an itron d'ar paotr.
&
Trl.
Kuit da guriuziñ ac'hanoc'h : troienn seven pa reer atersoù ouzh ub.
HS. goulennata.