I.
Doar./Stn.
A. (db. an dud)
1. N'emañ ket dalc'het dindan beli ub., udb.
Ouzh un den libr e oa daou c'hant sklav. Ar Werc'hez Vari zo bet krouet libr a bec'hed : kuit a bec'hed. Eñ en deus hol laosket libr da sentiñ pe da zisentiñ outañ.
2. Dre ast.
Dizalc'h, en e oberoù kement hag en e soñjoù.
Pep hini zo libr ! Ar goustiañs-hont e peoc'h, libr ha parfet.
HS. dieub, digabestr, dishual.
&
Bezañ libr a ub., udb. : kaout an disamm anezhañ.
Hag en em gave libr ha disamm anezho.
&
Trl.
Na vezañ libr : na c'hallout fiñval en e roll, ha, dre ast., bezañ nammet.
&
Dre skeud.
Na vezañ libr a-walc'h : na vezañ e holl skiant-vat gantañ.
Hennezh n'eo ket libr a-walc'h.
3. Dre ast.
Dizimez.
Kunduiñ buhez un den yaouank, ur vuhez libr.
4. Didro.
Un den frank ha libr eo.
HS. eeun.
5. Dre ast. (db. oberoù, komzoù an dud)
A c'hall feukañ an dud, na zouj ket ouzh reolennoù ar vuhezegezh vat.
Re libr en e gomzoù. Komzoù libr ha lous. Den zo libr ha drant e deod.
DHS. dizereat.
HS. divergont, lik.
6. (db. korf an dud)
Gouest d'en em embreger.
Ur c'horf libr ha divac'hagn. Santout libr ha dishual e zivesker. Ne oan ket re libr da labourat gant ma dorn.
DHS. yac'h.
&
Dre ast. (db. kof an dud)
N'eo ket kalet, kaledet, zo gouest da zifankañ aes.
Kof ho pugel n'eo ket libr a-walc'h abaoe m'eo ganet. An avaloù-stoub a stanka hag ar prun a laka da vout libr.
B. (db. al lec'hioù, an traoù)
1. Digor, diac'hub.
Al lec'h frank ha libr m'emaoc'h bremañ.
2. N'emañ ket dindan beli ub., udb.
N'eus netra da lavaret din, dre m'emaon e lec'h libr. Libr eo ar c'henwerzh, an trafik.
&
Ar skolioù libr : ar skolioù prevez.
II.
Adv.
1. En un doare dieub.
Kerzhet a ra libr.
2.
Didro.
Komz a ra libr, hep distro, sklaer.