Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo goloet gant takennoùigoù dour hag a grou diwar vurezh prl. [1924] Lizennet eo gwer ma lunedoù. 2. (db. an amzer) Goloet gant ul lizenn (3). Lizennet eo an amzer gant roud an avel. DHS. koabrek, koumoulek. 3. Dre ast. A weler en un doare dispis. Bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz. An Iliz, lizennet e moged an ezañs. HS. mouk, displann. 4. Dre skeud. (db. an daoulagad) Koc'hennet. Pa vo ma daoulagad lizennet ha strafuilhet gant ar marv o tostaat. & Dre ast. Zo dallet. Ar gwellañ mignoned, o daoulagad lizennet gant terzhienn ar vezventi, en em save an eil enep egile. 5. Dre skeud. Glac'haret, dindan wask (udb.). Frealziñ ho kalon hag ho spered pa vezint lizennet gant an dristidigezh. 6. (db. ar c'hig dh.) Goloet gant ur gwiskad gludek, pa grog da vreinañ.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Un toullig en korn ar vered, un tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glaz[i]où, goude an "Angelus", da vihanañ, a gouezhas truezus, evel daeroù an anken, war bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.810 (Genver 1924)

"Lizennet", "estompé". Ul lizenn, "une buée". Lizennet eo va daoulagad ; lizennet eo gwer va lunedoù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

He son a vez kanet en eureujoù, evit ar c’houlennadegoù, evit malarje ha fest ar gwadigennoù, ha, mar keret, lenner pe lennerez, me a gano anezhi deoc’h evit frealziñ un tammig ho kalon hag ho spered, pa vefont lizennet gant ar velkoni pe an dristidigezh.

1925
Référence : BILZ2 p.165

Betek ar beg-douar-se ez eomp gant hor pourmenadenn hag ur gwel kaer a vije bet ac'hano war ar mor ma ne vije bet ken lizennet an amzer.

1985
Référence : DGBD p16

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux