logig
logig
Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Kousket dous eo e holl genvreudeur, pep hini en e logig wenn, klozet diouzh bali ar gambr voutin gant ur ballenn lien tanav.
An abardaevezh-se, e oa pignet en-dro ar breur Arturo diouzh an iliz d'e logig wenn, trefuet, aet war e gement-all.
Al logig a zo roet din da vont da gousket, en nec'h, a zo koantik, met siwazh, dereat e vije marteze da vont da veajiñ e-tro an Islant.
Mots précédents
Mots suivants
logig-treizh