Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. H.b. [1850, 1931] Latar, fetis dh. Ne oa tamm lusenn ebet. [1850] Yen eo al lusenn-mañ. HS. morenn. 2. B. Dre skeud. Diaez gweled berrbad a c'hoarvez pa vezer dallet. Ul lusenn zo war hon daoulagad. HS. brumenn.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

lusenn

1850
Référence : GON.II pg lusen, luzen, toulen

lusenn

1850
Référence : GON.II pg lusen, luzen

yen eo al lusenn-mañ

1850
Référence : GON.II pg lusen, luzen

Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-se klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouzh koumoul goañv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.

1923
Référence : SKET p.74

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Référence : SKET p.60

Nemet n’oad ket evit gwelout pelloc’h en abeg d’al lusenn.

1923
Référence : SKET p.110

D’an navet kan-dour setu o tont eus ar mor war ar stêr ul lusenn dev en em astennas war an div c’hlann anezhi.

1924
Référence : SKET.II p.56

Pa veze al lusenn-noz o teraouiñ sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er pradeier, p’en em zastume ar brini er gwez en ur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dorn, ar c’hroc’hen arzh en dorn all, hag e luske da zistreiñ d’ar gêr.

1924
Référence : SKET.II p.14

En e c’hronnad lusenn, evel ur c’horf-marv en e liñsel, ene an heol tremenet eo a oa oc’h araokaat Vindosetlos en draonienn en ur hedañ an holl gildroennou anezhi.

1924
Référence : SKET.II p.49-50

lusenn

1931
Référence : VALL pg brouillard

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux