Sac'h, graet gant lien prl., a zigorer dre e greiz, dezhañ stumm div c'hodell a vez douget gant an dud war o skoaz.
Ur bisac'h a oa gantañ war e skoaz.
&
Trl. (db an amourouzed)
[1927] Kaout, tapout e visac'h : bezañ korbellet, argaset gant ub., gant ur plac'h a c'houlenner da zimeziñ dh.
Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.
Ar C'hrouer galloudek a c'hwie petra rea war he skoaz da bep den pa daolaz eur bisac'h; er c'hodel zo adre, he wall-dechou da veac'h, hag er c'hodel a-raok, holl faziou he hentez da zerc'hel anezhan war he ziou-lez kompez.
1867
Référence :
MGK
p12
Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.
Goude m'ho doe al loened ann eil egile tamallet, Tad-Iou ho c'hasaz enn ho zro, e-chiz ma voant, laouen d'ho bro, gant pep a visac'h war ho skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe choumet c'hoaz.
1867
Référence :
MGK
p12
War-dro unnek eur e voe gwelet o vont war-zu leandi Sant-A[l]bin, Job Karo, ur bec’h kolo gantañ ouc’h e gein, hag un den all, gwisket eveltañ, an tad manac’h ur bisac’h gantañ war e skoaz, un dorzh vara en ur penn hag ur c’halur da oferennañ er penn all.
Var dro unnek heur e oue guelet o vont varzu leandi Sant-Aubin, Job Karo, eur beac’h kolo ganthan ouc’h he gein, hag eun den-all, guisket eveldhan, an tad manac’h eur bisac’h ganthan var he skoaz, eun dorz vara en eur penn hag eur c’halur da oferenna er penn-all.
1877
Référence :
EKG.I.
p.52-53
bisac'h
1927
Référence :
Geri.Ern
pg bisac'h
biseier
1927
Référence :
Geri.Ern
pg bisac'h
kaout e visac'h
1927
Référence :
Geri.Ern
pg bisac'h
bisac'h
1931
Référence :
VALL
pg besace, bissac
biseier
1931
Référence :
VALL
pg bissac
biseier
1931
Référence :
VALL
pg besace
Ma mamm a zeuas da'm ambroug ; fellout a rae dezhi gwelout penaos e oa ar golaj-se, ha kement a draoù a oa da brenañ, da beurachuiñ ma bisac'h skoliad...
Ma mamm a zeuas d'am ambroug ; fellout a rae d'ezi gwelout penaos e oa ar golaj-se, ha kement a draou a oa da brena, da beurachui ma bisac'h-skoliad...
1944
Référence :
EURW.1
p47
E-giz armoù, hor boa bet fuzul, baionetezenn, ur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennoù hag o lêrennoù, hag ouzhpenn… un nebeud seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag [a] oa difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.
E-giz armou, hor boa bet fuzul, baionetezenn, eur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennou hag o lerennou, hag ouspenn… eun nebeut seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag e oa [sic, a oa] difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.