1. Pezh moneiz anvet ivez gwenneg.
Ur vaouez ha daou a vugale da vagañ gant eizh blank a zevezh. Ar blankigoù a gouezh sklintin er podig-houarn. Kant aezamant na goustent blank ebet dezho.
&
Trl.
Paeañ blank ha liard : paeañ penn-da-benn.
Pêr a zispleg a vouezh uhel e oa bet paeet blank ha liard.
&
Trl. skeud.
Ur sell a dalvez ouzhpenn pemp blank : ur sell du-kenañ.
Respont a reas-eñ, taeret-ruz, en ur derriñ àrnezhi ur sell hag a dalveze ouzhpenn pemp blank.
&
Gouarn e bemp blank : moustrañ war e fulor.
N'he doa ket kredet rannañ grik ; gouarnet he devoe he femp blank ganti evit diwezhatoc'h.
2. Dre ast.
Sammad arc'hant, dister prl.
Lakaat ur blank bennak a-gostez. Ur gaou bennak a lavarer, evit gounit ur blank bennak.