Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud) A ziskouez bezañ imoret fall a-enep ub. all, a seblant nac'h komz ouzh ar re all abalamour d'e imor fall. Ha mouzhet out adarre ? & Bezañ mouzhet ouzh ub. : diskouez bezañ imoret fall a-enep dezhañ. Emichañs e oa mouzhet ouzh Veig. DHS. fachet, fumet. 2. (db. an amzer) Na brav na fall. Amzer mouzhet.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Ur bugel peurhabask ez oa-eñ : biskoazh ne voe gwelet pe droug ennañ pe vouzhet ; biskoazh ne voe klevet o c’harmiñ pe o leñvañ, ma oa sot e vamm gantañ.

1924
Référence : SKET.II p.7

Bidoullig, an douster, ar furnez, petra a c’hoarveze ganti ? Mouzhet an eil eus egile.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

Me, a-ratozh-kaer, a rae kont gant ar gantrerien-mañ ; d'ar Sadorn, da bred lein, e oa ma c'homisien ha ma skolaerien mouzhet ha mut ; diskouez a raent dre o geizioù an dispriz o doa evit ar ragacherien hag ar chakerien blouz.

1944
Référence : EURW.1 p83-84

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Référence : ATST p.12

Mouzhet an estren yen ouzh ar beleg touer !

1960
Référence : PETO p32

"Soñjal a rae din ivez", eme ar mevel, mouzhet un tamm ; ha goude, gant ur vouezh all, "Evelkent petra vern pe zorn en deus skrivet ?"

2012
Référence : DJHMH p.66

Kanoù a vez kontet dimp enne an dek devezh ma vanas Akilleüs mouzhet abalamour d'ur plac'h.

2016
Référence : ILIAS p. 6

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux