I.
Adv.
A. (en egor)
A-BENN-KAER DA
1. (gt ur v. a denn d'an dilec'hiañ)
War-eeun-tenn (d'ul lec'h bnk).
Mont a-benn-kaer d'ar gêr.
HS. diouzhtu, kerkent
2. Trl.
Mont a-benn-kaer d'ul loen, d'un den : redek war e lerc'h evit e herzel, e dapout.
&
Mont a-benn-kaer war ub. : mont a-dizh davetañ.
&
Mont a-benn-kaer en ub., en udb., mont a-benn-kaer ouzh ub., udb. : stekiñ outañ.
3. (db. an avel)
[1732] Lec'hiet rag-enep.
[1732] An avel a oa a-benn-kaer deomp.
B.
1. (en amzer)
[1904] Diouzhtu-kaer.
Deomp a-benn-kaer.
Deuet e oa a-benn-kaer da c'houlenn sikour.
2. Dre ast.
[1927] Gant youl, hep termal tamm, hep kaout an disterañ aon.
Splujañ a reas er mor a-benn-kaer.
DHS. a-ratozh-kaer
II.
Impl. da stn.
Avel a-benn-kaer : avel a-benn.