I.
1. Perzh an dud zo sirius, sioul.
E zoare sec'h ha yen da gaozeal, e barfeted un tammig diseblant. Hep koll un ivinad eus e barfeted hag eus e vent. Ul labour graet gant gouiziegezh ha parfeted.
DHS. siriusted.
2. Relij.
Perzh ub. tizhet gantañ derez-uhelañ ar vuhezegezh vat.
Reiñ skouerioù dispar a barfeted kristen. Un den savet gant leanezed, ur skouer dispar a barfeted.
3. Dre ast.
Perzh ub., udb. zo disi.
Ar paotrig a voe ur skouer a barfeted en e vugaleaj hag en e yaouankiz. Emañ al levr-mañ en e barfeted. Parfeted he c'harantez a zouge anezhi d'en em ziwall ouzh ar c'homzoù kontrol d'an nesañ.
4. Perzh udb. zo dalc'h ennañ.
II.
Tr. adv.
A-barfeted.
En un doare sirius ha sioul. Soñjal a-barfeted en e silvidigezh. Komz a ran a-zevri, a-barfeted, n'eus ket peadra da c'hoarzhin.