I. Adv.
1. Holl.
Ma bugale, selaouit bloc'h / ar pezh a yan da lavaret deoc'h.
Bloc'h e vint lazhet. Int a gouezhas bloc'h en o c'hwen.
2. Da vat, penn-da-benn.
Kemerit poan d'e zeskin bloc'h. Prenet en deus ar voutikl-hont bloc'h e-giz m'emañ. Mont a raimp dezhi bloc'h ma dous ha
me. E gundu zo bet bloc'h diaviz. Disoc'hañ a ran bloc'hik gant ma aferioù.
3. Impl. da c'her-pouezañ.
Kenañ, penn-da-benn.
Noazh-bloc'h. Yac'h-bloc'h. Ne oa ket c'hoazh marv bloc'hik.
DHS. ran (2).
HS. glan.
&
[1732] Tamm-bloc'h : tamm ebet, netra.
II. Ag. am. (dirak un anv lies, hollek pe stroll zo divizet strizh)
Holl.
Bloc'h an traoù. Dismantret en deus bloc'h e zanvez. Stlejañ a ra bloc'h e dud gantañ.
Bloc'h an ed.
HS. razh (2), tout.
III. Stn.
Bezañ en e roched bloc'h : bezañ gwisket gant e roched hepken, hep dilhad all war-c'horre.