I. Lard ar c'hig-moc'h bet teuzet evit ar c'heginañ.
Gwezhall e veze graet soubenn ar bloneg. Ar bloneg o rouzañ er gastelodenn.
II. Dre skeud.
A. (db. an dud)
1. Pemdez
Druzoni zo e korf an dud hag o laka da vezañ tev.
Gant ar bloneg zo en-dro dit ne santez ket kement ar yenijenn.
2. Trl. skeud.
Rouzañ ar bloneg da ub. : bezañ dibabet e-lec'h unan all, bezañ kavet gwelloc'h egetañ.
Rouzet em eus ar bloneg dezhañ.
&
'M eus aon eo rouzet ar bloneg : 'm eus aon ez eus savet trouz, reuz, diemglev etrezo.
B. (db. ar gwez, dirak ur spizer)
Gwiskad gwak ha gwenn zo etre an derc'h hag ar ruskenn.
Bloneg derv.
HS. gwignenn, gwenngoad.
Référence :
GON.II
pg blonek (Mettez un morceau de sain-doux dans la soupe).
bloneg
blánek
1909
Référence :
BROU
p. 207 (ne se dit que de la graisse de certains poissons)
Gant ar "glaston" (pastez) en em liv ar re gentañ ; en em libistrañ a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennoù diwar doareoù-irin a gaver stank en o c’hoadoù.
Gand ar "glaston" (pastez) en em liv ar re genta ; en em libistra a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennou diwar doareou-irin a gaver stank en o c’hoadou (3).
1924
Référence :
SKET.II
p.69
bloneg
1927
Référence :
GERI.Ern
pg bloneg
Note d'étude
Roet e vez ar gerioù "bronnek" ha "bronnégen" evel stummoù eus Bro-Wened e GON.II.