Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Kristen ezel eus ur strollad pe d'un iliz a denn e gelennadurezh d'an emsav relijiel boulc'het gant Luther ha Calvin er XVIvet kantved hag a nac'h aotrouniezh ar Pab. Protestanted Bro-Skos ha Bro-Gembre. Ur brotestantez. Ar brotestanted eo a droas ar skridoù sakr e yezhoù ar pobloù evit ar wech kentañ. HS. katolik, muzulman, pagan, yuzev.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Référence : EKG.I. p.4-5

Evit kompren perak e oa pouezus da unan gouzout lenn an niverennoù eo ret din displegañ un tamm penaos e veze graet hol labour : evit kregiñ gant al labour e veze kaset war al lec'hioù e oad o vont da labourat warno ur rummad menteourien (pe topografed), renet e oa ar re-se gant va c'heneil Marceau C., hag hemañ en doa dindan e veli un nebeud tud bet stummet evit-se er skolioù, dreist-holl er misionoù evit an deskadurezh dre vras (da skouer Santez Anna ar Fernan Vaz evit ar gatoliked, ha Ngomo, war an Ogowe, evit ar brotestanted), hag embreget goude gant ar re o devoa ezhomm anezho, evel ar goadourien, pe dud ar petrol evel ma oamp-ni.

1985
Référence : DGBD p70

[...] e dud-kozh, protestanted anezho o doa kavet repu e Prusia

2012
Référence : ADULT p. 231

Note d'étude

S.o. "parpailhod" (dre zismeg).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux