I.
H.g.
1. Degouezh ma vezer rediet d'ober an dra-mañ-tra.
Moarvat ne viot ket plijet gant ma c'homzoù, met ar rekiz a ra din komz un tammig c'hwerv.
2. Tr. adv.
Diouzh ar rekiz : diouzh ret.
Un tasadig kafe a rae vad neuze, gant ur bannig hini kreñv diouzh ar rekiz.
II.
G.
1. Plegenn diaes.
En ur rekiz ken spontus e tibabas ar binijenn vihanañ.
2. (en e furm lies prl.)
Tra zo ezhomm anezhañ evit obererezh pe obererezh.
Prenañ rekizoù beveziñ ha naetaat.
DHS. reizhoù, rikoù.