Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Dalc'het dindan gazel-ge. Chom a reas difiñv, boemet gant an aergelc'h. 2. Dre skeud. [1732, 1944, 1985] Souezhet-bras o welet pe o klevet udb. Pennadoù a zalc'he an holl boemet da selaou. Chomet boemet dirak Menez-Kragoù. [1944] Chom a rejomp boemet. Ne ouiemp ket pelec’h hor boa filoutet. [1985] En taol-mañ ez eo gant kaerder ar c'hanaouennoù pobl alaman eo e voemp boemet. HS. saouzanet, sebezet.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

boemet

1732
Référence : GReg pg (ebaubi, ie, ébahi, & troublé. H. Cor.)

Kaerderioù va bro a dremene, a-wel da'm spered enkrezet, evel ma tremen skeudennoù ur fiñverez skeudennaouerez dirak daoulagad boemet un arvester.

1929
Référence : SVBV p.17

Ar chistr a oa c'hwerv ha sklaer : goude lonkañ daou chopinad e tizrojomp buan da selaou ar pezh-c'hoari, Buhez Sant-Gwenole : ar c'hoarier e oan ar muiañ boemet dirak e ampartiz, e oa an hini a rae ar roue Grallon, Tomaz Park a oa anvet.

1944
Référence : EURW.1 p71

Boemet ma oa gant strobinelloù ar vatezhig e c’houlennas diganti bezañ e bried.

1944
Référence : EURW.1 p.197

Chom a rejomp boemet. Ne ouiemp ket pelec’h hor boa filoutet.

1944
Référence : EURW.1 p.200

Ha n'hor boe ket a geuz : Brussel, Daventry ha Zeesen a veze bemdez aes da glevout ; met en taol-mañ ez eo gant kaerder ar c'hanaouennoù pobl alaman eo e voemp boemet, skingaset ma oant gant ar post meneget da ziwezhañ.

1985
Référence : DGBD p139

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux