E porzh bihan ar skolaj e oamp, e-kichen ar chapel ; krog ’oa dija an ofis, ha klevout a raen va c’henskolidi o kanañ O Salutaris ; eus dor ar sekretiri e teue d’am bete c’hwezh an ezañs, ha santout a ran c’hoazh war va muzelloù blaz c’hwerv an delienn lore na baouezen ket da grignat en ur sellout ouzh ar paour kaezh den a droe kein din pa felle dezhañ torchañ e zaoulagad gant e gildorn.
An iliz ’vat ne sell ket ken berr ouzh kement lezenn aozet war ar prim gant mab-den ; gant se ’ta, mard eo bet miret betek-hen marilh parrez Sant Loeiz, e c’heller lenn ennañ dindan hon anv sin hon holl destoù ha mignoned – Rusianed hag all – deut d’hon heul d’ar sekretiri, nemet ar c’heginer skampet a-dizh da Bariz davet e vuiañ-karet.
Mots précédents
Mots suivants
sekretour