I.
(db. ar c'hoant debriñ)
[1850, 1931] N'en deus ket naon d'e voued.
Sinac'h on.
&
[1931] Beg sinac'h : den na zebr ket nemeur.
DHS. beg m'en argas.
&
Ent strizh.
(db. ar pesked)
[1909] Na grog ket en higenn.
II.
A vank boued dezhañ, dezhi.
1. (db. an dud, al loened)
Treut dre ma ne zebr ket.
Ken treut ha ker sinac'h e oa ar saout. Ar pemoc'h zo sinac'h.
DHS. divag, divoued.
2. Dre ast.
Dister e gorfadurezh.
Ur mevelig c'hoazh sinac'h. Ur paotr yaouank displed, sinac'h ha drouklivet.
DHS. asik, dister, flak (ag.), izil, sioc'han.
3. Dre eilp.
[1850, 1960] Diaesaet e yec'hed.
[1960] Eürusoc'h kalz 'vefen er bez / Ken heuget on ha ken sinac'h.
DHS. dihet.
4. (db. ar plant, ar frouezh)
Zo dister.
DHS. krin (a.g.), kruget, kruk, treut.
HS. krabosek.
III.
(db. an douar)
1. A vez dister an trevadoù diwarnañ.
DHS. krin (a.g.), yen.
HS. treut.
2. [1931] Sec'h ha difrouezh.
HS. krin.
IV.
Dre skeud.
(db. an dud)
[1931] Pizh, a zispign nemeur pe gant diegi vras.
HS. pervezh, sellus, tost, engravet, krin (a.g.), mac'hom, skragn.