Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an traoù) A. 1. Stumm ur volz dezhañ. Ur vougev volzet. Tiez gant toennoù bolzet. HS. bolzek. 2. Argeinek e stumm. Bolzet eo ar voger. Gant mein-benerezh bolzet eo graet. 3. Dre skeud. (db. seier ha traoù a denn dezho) Leun. Bolzet eo ho yalc'h ? HS. rent. B. 1. (db. an dorioù, an digoroù) Goloet gant ur volz. Talbenn an nor volzet. Daou doull bolzet. HS. bolzek. 2. (db. ar puñsoù) Zo bet mañsonet an diabarzh anezhañ. II. (db. an dud, al loened) E stumm ur bodad. Un niver bras a dud en em gave eno bolzet en-dro dezhañ. Bolzet eo an hed-gwenan.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

bolzet

1732
Référence : GReg pg courbe (qui est en arc)

bolzet

1931
Référence : VALL pg bombé

Un dra all a zo da deurel evezh outañ : emañ ar c'hondonioù dalc'hmat, koulz lavaret, diouzh an tu bolzet, an tu diavaez eus ar c'harlantezad.

1943
Référence : TNKN p86

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 p15-16

Er saloñs, o lugerniñ gant an alaouraj, an arc’hantiri, an annez koad prizius, perc’hennez al Lez-mañ a zo azezet ouzh hor gortoz war ur gador-vrec’h kizellet ha bolzet ; […].

1944
Référence : EURW.1 p.118

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux