Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. 1. Mont a gammedoù bras. Neuze Job da skampañ etrezek an iliz. 2. Mont kuit trumm hag a-dizh (diouzh ul lec'h bnk.). Poent e oa dezhañ skampañ ac'hano. Ar re-se a skampe ! Ac'hano e skampas evel ur c'had. [1955] [...] rak n’eo ket hepken da Briel e troje kein, met ivez da Vreizh, ha zoken da Vro-C’hall, evit skampañ – ar c’honifl anezhañ – da Voskov, e Rusia, ur vro n’he devoa tanfoeltr biskoazh klevet ober anv diouti. HS. diskampañ, skarañ.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

En em wiskañ, lavaret kenavo d'ar "briñsez" ha skampañ er-maez.

1944
Référence : EURW.1 p.152

« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »

1944
Référence : EURW.1 p.200

Dont a rae va c’heneil a-wechoù da goaniañ da di Gouinguenet, dibabet gantañ an dro-mañ evel oan da douzañ, rak ne veze ket pell o skampañ diouzh un ostaleri d’eben.

1954
Référence : VAZA p.177

Ul labour start am boa da voulc’hañ er mare-se : kemenn da Soaz Sapeur e tleje dougen kañv d’an holl gestell savet ganti el loar a-zivout dazont he mab-bihan, peogwir ne vanje ket hemañ da vevañ daveti e skeud hec’h iliz[-]parrez, rak n’eo ket hepken da Briel e troje kein, met ivez da Vreizh, ha zoken da Vro-C’hall, evit skampañ – ar c’honifl anezhañ – da Voskov, e Rusia, ur vro n’he devoa tanfoeltr biskoazh klevet ober anv diouti.

1955
Référence : VBRU p.1-2

skampet kuit eo hep mar

2012
Référence : DJHMH p. 76

Buan e skampas Kathrine kuit.

2023
Référence : DREAM p.41

Étymologie

Diwar ar ger galleg "escamper" amprestet diwar ar provañsaleg kozh "escampar" pe an italianeg "scampare".

L'Office public de la langue bretonne