1. Den a vez o sklankal.
Ar ger a serr krak genoù ar sklanker.
DHS. trouzer, youc'her.
2. Den a gemer arc'hant, predoù, kement a c'hall digant ar re all.
HS. tostenner, toupiner, trufler.
3. Dre ast.
Riboder.
Erru eo ar sklanker er gêr, mezv evel kustum.
DHS. didalvez, mezvier.
HS. bambocher.
4. Dre ast.
Kantreer, klasker-bara.
HS. reder-bro.