Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. I. 1. Gwelet (ub., udb.) en diabell, en un doare dispis. Spurmantiñ a reas ur vandennad tud. [1954] Teñval-sac’h e oa e[n]-dro din, netra ne spurmañten nemet eon o vourbouilhat war gribenn ar gwagennoù rak, anat da bep hini, ur c’hast amzer a ra ar peurliesañ e-kerzh ar goañv e pleg-mor al Leon. & Trl. Spurmantiñ an deiz : gwelet tarzh-an-deiz o tont. 2. Gwelet trumm (ub., udb). Eñ a spurmant e grouadur pignet àr lein an ti. HS. damwelet, merzout. II. 1. Gwelet (diouzh un arouez) e troy an traoù en un doare pe en un doare all. Diouzh ur merk bennak e spurmanter an amzer fall. 2. (rener : anv tra) Reiñ da c'houzout en a-raok. Un hunvre ken poellet a zle spurmantiñ un dra bennak. Padrig a bedas ar santez da spizañ dezhañ petra a spurmante ar c'houlaouenn-se.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

spurmantet

1850
Référence : GON.II.HV pg spurmañtein (découvrir, commencer d'apercevoir. Part.)

spurmanten

1850
Référence : GON.II.HV pg spurmañtein (découvrir, commencer d'apercevoir).

spurmanten

1931
Référence : VALL pg apercevoir

Ma tellez an anv a gompezenn dindanvor e lec'hioù a zo, er gevrenn skeudennet amañ da skouer, e spurmanter warni e lec'hioù all bazennoù, drailhet gant traoniennoù niverus ha ledan o devez betek 400 m. donder hag ouzhpenn.

1943
Référence : TNKN p46

Spurmantañ a reas dindan traoñ ar vantilhenn, a c'holoe dremm e amezegez, un darn eus he c'herc'henn gwenn.

1949
Référence : SIZH p.46

Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.

1954
Référence : VAZA p.172

Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.

1954
Référence : VAZA p.139-140

Teñval-sac’h e oa e[n]-dro din, netra ne spurmañten nemet eon o vourbouilhat war gribenn ar gwagennoù rak, anat da bep hini, ur c’hast amzer a ra ar peurliesañ e-kerzh ar goañv e pleg-mor al Leon.

1954
Référence : VAZA p.88

N'eus nemet d'ar mare-bloaz-mañ ma c'heller o spurmantañ a-bell.

1985
Référence : DGBD p113

Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.

2012
Référence : DJHMH p10

Tennet e voe eus e soñjoù gant an ao.Utterson a c'houlennas a-daol trumm : " Ha neuze, n'ouzoc'h ket ha tenner ar chekenn a vev amañ ?" "Ha Gwirheñvel eo d'ho soñj ?", a eilgerias an Ao.Enfield. "Gallet 'm eus spurmantiñ e chomlec'h ; emañ o chom en ur square bennak."

2012
Référence : DJHMH p15

D'ur poent bennak e spurmantas Kathrine un dropelladig kirvi-erc'h.

2023
Référence : DREAM p. 10

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "spurmañtein" eus Bro-Wened.

L'Office public de la langue bretonne