Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. 1. GWECHALL Teltenn gamp soudarded. HS. tinell. 2. Gwiadenn heloc'h ispilhet dirak ur prenestr, un nor, en-dro d'ur gwele, dirak ur voger, a-dreuz ur gambr, h.a. Stign gwele. HS. gouel, rideoz, tenneris. II. 1. Antell da bakañ loened gouez bev pe varv. Lakaat stignoù evit ar filiped a zeue war-dro ar bern kolo. HS. griped, las, trap. 2. Dre skeud. Touell. Al levrioù fall zo unan eus an stignoù antellet d'an eneoù gant Satan. & Trl. Distignet eo ma stign : aet eo ma zaol da fall. 3. Irienn, touell aozet evit tagañ ub., kregiñ ennañ pe e lazhañ. Ne voe ket a vrezel, met bez' e voe stign ha lazh. 4. Ardivink evit kas pe zegemer skinoù. Stignoù skinwel staliet war an toennoù. 5. Impl. da anv hollek. Obererezh stignañ. Un taol stign zo pa beg ar pesked.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Pakañ ez vev a reas, pe gant ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignoù, antelloù, fozioù, gripedoù hag all, un niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos.

1923
Référence : SKET p.54-55

Ha bremañ, p’emaint, — ya, dilezet ma voent ganez ! — kouezhet e stignoù ar re-se, setu e tihunez, e tiskouezez da benn !

1923
Référence : SKET p.112

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Référence : SKET p.134-135

stign

1931
Référence : VALL pg antenne (de télégraphie sans fil), brise-bise

war stenn

1931
Référence : VALL pg attentif

An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded ; divezviñ a rae o spered bennozh d'e dav pinvidik, goude stegn al levenez a oa bet eztaoleet fonnus e-doug an nozvezh.

2012
Référence : DJHMH p32

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux