Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Heuliad trouzioù trumm ha dibad, kreñv pe greñvoc'h. Strak ar c'hanolioù. Strak an tennoù. & Dre ast. Tabut, bec'h. Savet ez eus strak ! II. G. 1. Strak-daouarn : trouz an daouarn o strakal. Ur strak-daouarn fonnus a voe klevet goude o c'han. 2. PEMDEZ Bramm. Strakigoù moan. DHS. skuerm. 3. Tud oc'h ebatal en un doare trouzus, fest trouzus. Eno e vo ur strak bras ! DHS. cholori, jabadao. 4. Trl. skeud. Lezel e strak : tevel. HS. storlok.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

strak

1850
Référence : GON.II pg strak (éclat, bruit éclatant. bruit de quelque chose qui se rompt. craquement), pg strakl

strakoù

1850
Référence : GON.II pg strak (éclat, bruit éclatant. bruit de quelque chose qui se rompt. craquement. Pl.)

Ha ne glevit ket-hu ur strak ?

1850
Référence : GON.II pg strak (n'entendez-vous pas un craquement ?)

Ul lamm euzhus, un taol-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anezhi hed-ha-hed, a savas anezhi, ha, pa gouezhas, ur strak : ar wern d’an traoñ a-rez ar pont.

1925
Référence : BILZ2 p.172

Pennfollet gant strak spontus an tennoù ne baoueze ket holl fraved an tour da darnijal [da zarnijal] ha da goagal a-us d’ar vourc’h.

1954
Référence : VAZA p.39

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux