1. Kementad bihan eus ul liñvenn bnk. a dakenn, a red.
Ur strilh dour da evañ.
Ur strilh gwad eus ma biz-bihan.
Ur strilhig gwinegr.
s.o. banne
HS. splet.
2. Dre ast. (db. an avel, ar gouloù)
Kementad bihan.
Ne oa ket bet ur strilh avel.
En ul lec'h na zeu nep strilh deiz.
s.o. mouch
HS. banne.
3. Dre skeud.
(dirak un anv hollek)
Nebeud.
Ur strilh buhez a darzhas c'hoazh war e zremm.
Keit ma ve enni ur strilh buhez.
Arabat eo en em silfe strilh ebet eus ar spered-se ennomp.
4. Trl.
Hep strilh dilhad : hep an disterañ dilhad.
En noazh-pilh hep strilh dilhad.