A-benn un toullad devezhioù, kimiadiñ a reas diouzhimp peurrest ar skouadrenn evit distreiñ darn da Giberen, darn all da Vrest e-keit ma kenderc’he an Ernest Renan gant e dro-vale, rak dleout a rae hon admiral bezañ degemeret evel kannad Bro-C’hall gant Abd-el-Aziz, sultan ar Maroko.
War veg ar wern kreiz e luc’he ur pikol boulouenn aour hag en disheol war doull an nor, edo an impalaer, ar sultan pe an emir – ra vezo graet gant pep hini an anv a garo d’al loen ! – ouzh hor gortoz.
Hor c'has a reer goude dre balez ar Sultan, ha goude treuzet al liorzhoù dispar, setu ma hol lakaer da ober tro kêr adarre ; e-touez an tiez bras uhel ha gwenn e c'heller c'hoazh gwelout tachennadoù goullo o reiñ da anaout ne deo ket c'hoazh echu al labour sevel.
Mots précédents
Mots suivants
sultanelezh