I.
1. Krampouezhenn ziwezhañ a vez re boazh pe re vihan prl.
DHS. krazenn.
2. Trl. skeud.
Debriñ e dakezenn : dispign e holl arc'hant, e holl beadra betek bezañ rivinet.
Ez it da zebriñ ho takezenn mar ne daolit ket pled. Debret eo e dakezenn gant hennezh.
HS. stal, strapenn.
3. (ls. -où, takez)
Unanderenn takez.
II.
(db. an dud)
1. Bugel yaouankañ en un tiad.
HS. bidoc'h(ig), krazenn.
2. Diw. c'hoap, PEMDEZ (db. an dud)
Beulke.
HS. begeg, genaoueg, glep, jostram, leue, lochore, pennsod, sod.