Ha pa yud, pa skrij an avel en drisoù, en obañchoù, ne vez ket brav kennebeut bezañ er vag, dindan ar glav, dindan strinkadennoù an tarzhioù-mor.
Ha pa yud, pa skrij an avel en drisou, en obanchou, ne ve ket brao kennebeut bea er vag, dindan ar glao, dindan strinkadennou an tarziou-mor.
1925
Référence :
BILZ2
p.104
A-raok an hantervare, an tarzhioù-mor a frege war ar Vran a bep a du d’ar Gwennili, enk-meurbet ar ganol evit antren er porzh, eus a-gichen ar Garreg-Kouezhet betek beg ar Roc’h-Dañvad.
A-rôk an hanter vare, an tarziou-mor a frege war ar Vran a beb a du d’ar Gwennili, enk meurbed ar ganol evit antren er porz, eus a gichen ar Garreg-Kouet betek beg ar Roc’h-Danvad.