1. Doar./Stn.
Trl.
Avañset en oad : kozh-mat. Erru on avañset en oad.
&
(en e furm vihanaat)
Avañsedik en oad : kozhik-mat.
2. Doar.
En ur stad vat evit seveniñ ar pezh emeur e-sell d'ober, evit gallout ober udb.
Avañset-kaer int.
&
(impl. en derez uheloc'h)
Barrekoc'h (I A 1).
Petra e vijec'h avañsetoc'h goude se ?
&
Trl.
Na vezañ avañsetoc'h : na c'houzout muioc'h daoust d'un displegadenn bnk., na vezañ en ur blegenn welloc'h daoust d'udb. a oa sañset da sikour. N'omp ket avañsetoc'h gant se. Kaer em behe prezeg deoc'h ne vehec'h ket avañsetoc'h.
HS. savet.