1. Adv.
Mont, kerzhet troad-ouzh-troad : mont, kerzhet kichen-ha-kichen hep ma'z afe an eil buanoc'h eget egile.
Kerzhet troad-ouzh-troad etrezek ar bourk. O daou e oant aet d'ar bourk troad-ouzh-troad.
II.
Tr. ar.
1. TROAD-OUZH-TROAD GANT: (o kerzhet) en e gichen.
Piv a oa troad-ouzh-troad ganti ?
2. Dre skeud.
TROAD-OUZH-TROAD GANT : a-live a-fet gwirioù.
Lakaat ar brezhoneg troad-ouzh-troad gant ar galleg.