Greg. a verk ar ger-mañ evel "ãls." ar pezh a ziskouez prl. un termen amprestet digant ar c'hembraeg.
Menegiñ a ra Ernod ouzhpenn, er RC (VIII, p.35, 1887), ar gerioù "amuyein" (skoazellañ) ha "amui" (skoazell) a gaver e geriadur an Armeyrie (1744). Ennañ eo displeget o deus roet ar gerioù-se hent da "sikour" (verb hag ak.) hag e oant termenoù dispredet diwar neuze. Troude (TDE.BF) en deus roet "amuin", "amuyn" d'e dro o venegiñ e oa dispredet an termen.
E GMB (1895) 'vat, e embann Ernod n'int ken 'met ijinadennoù. Ar ger brezhonek a vefe bet "*amoen" gouez dezhañ.
Gant-se eo diaes diazezañ mat skoueriekadur ar ger-mañ.
S.o. "amouezh", "amoug", "amougañ".
Étymologie
S.o. ar c'hembraeg "amwyn" (szg. to contend, to fight (for), to attack ; to defend, to protect, to support, to help).