Cavalier en doa anvet din ma c'henseurted taol : e penn da grec'h, hag eñ evel rener, e oa an aotrou Jañ Gwilhoù, komis-noter, ul Leoniad korfet-kaer, ur barv hir ha puilh en-dro d'e elgezh ha d'e c'houzoug ; an aotrou Jañ-Loeiz Herve, komis-perseptor ; an aotrou Maillard, komis-burev ; an aotrounez Abalea hag Aofred, eilvistri-skol.
Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »
Herve
Herveed
Herveez
Herveenn
Herveed
Herve