[1732, 1889, 1903, 1905, 1906, 1907, 1908, 1923, 1924, 1928, 1933, 1935, 1941, 1942, 1944, 2012] Berradur ar ger "aotrou".
[1732] An Ao. Doue a zeu a-wichoù da astenn e zorn war ar pec'her. [1732] An Ao. Doue en deus disklêriet er skritur sakr ne dremenze ket an den an oad a c'whec'h-ugent vloaz. [1732] Stignet eo gwareg an Ao. Doue evit lansañ gant ar bec'herien.
[1889] En em strinkañ a reas d'an daoulin da drugarekaat an Ao. Doue ha da c'houlenn digantañ pardon eus e bec'hejoù Doue a selaouas e bedenn. [1889] An Ao. 'n Eskob en em hastas d'er sevel en e sav en ur ouelañ hag o soñjal pegen dister ec'h en em lakae un den ker santel.
[1903] E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour ! [1903] Amañ e lezfomp an Ao. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klañv war al lestr ha nan eo ket c'hoazh yac'haet. [1903] E tu-hont d'ar c'hambchoù ha d'ar salioù bras ac'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue. [1905] An Ao. Estrad a reas ul luchadenn d'ar mestr.
[1906] An Ao. person. [1907] Alies an hini gozh a vije azezet o tishilhañ kanab, hag an Ao. Vianney a dostae outi, war begoù e voutoù, evit lakat en he barlenn ar pezh a vije gantañ. [1907] Evit ma vezo ar Sul d'an Ao. Doue e rank labour ar c'horf reiñ plas da labour an ene. [1908] War an eil bost, an Ao. Douareg a c'houlenn ma vo savet ar paeroniezh a-raok strollad ar baotred yaouank. [1923] [1924] An Ao. Jonkour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret gwir; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouzh e glevet ! [1928] Strollad Breizh a zo anvet dezhañ ur burev nevez, ur rener, tri eil-rener, ur sekretour-teñzorer, hag eo an Ao.Ao. Konan -Treger-, Bocher -Kerne-, Renan -Goueloù-, abad Lec'hvien, ar Moal. [1933] Kalvar Koad-Kev, evel m'emañ bremañ, e milin-baper an Ao. Bollore [1935] An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus. [1935] 'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Mor-Bihan hag « Ille-et-Vilaine », eo hanvet an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'hentañ, ezel eus ar « Conseil d'Etat » ; an eil, enseller war an arc'hant. [1944] Ma zad hag an Ao. Ar Braz a rae aferoù an eil gant egile ; e-keit oan bet skoliad e Gwengamp, ec'h aen da Sul kentañ ar miz da di ar Brazien. [1944] Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
[2012] An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.
&
[1944] Ao. 'n Eskob : [1944] Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
An Ao. Doue a zeu a-wizhioù da astenn e zorn war ar pec'her.
An A. Doüe a zeu a vizyou da astenn e zourn var ar pec'heur.
1732
Référence :
GReg
pg appesantir (Dieu appesantit quelquefois sa main sur le Pecheur.)
An Ao. Doue en deus disklêriet er skritur sakr ne dremenze ket an den an oad a c'whec'h-ugent vloaz.
An A. Doüe èn deus disclæryet ebarz ar scritur sacr, ne drémenzé qet an dèn an oad a c'huëc'hugent vloaz.
1732
Référence :
GReg
pg âge (L'âge de l'homme a été borné à 120. ans ; en la genese Chap.3. v.6.)
Stignet eo gwareg an Ao. Doue evit lansañ gant ar bec'herien.
Steignet eo goarec an A. Doüe evit lançza gand ar bec'heuryen.
1732
Référence :
GReg
pg arc (Dieu tient son arc bandé sur les pecheurs.)
An Ao. 'n Eskob en em hastas d'er sevel en e sav en ur ouelañ hag o soñjal pegen dister ec'h en em lakae un den ker santel.
An A. n'Eskop en em hastaz d'er sevel enn he za en eur vouela, hag o sonjal pegenn dister ec'h en em lakea eun den ker zantel.
1889
Référence :
SFA
p120
En em strinkañ a reas d'an daoulin da drugarekaat an Ao. Doue ha da c'houlenn digantañ pardon eus e bec'hejoù Doue a selaouas e bedenn.
En em strinka a reaz d'an daoulin da drugarekaat an A. Doue, ha da c'houlenn digant-han pardoun euz he bec'hejou Doue a zelaouaz he bedenn.
1889
Référence :
SFA
p110
E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !
E-tal d'in c'hoaz e zo eur belek breton euz a Vro-Leon, an Au. Kerjean, person Lampaul-Gwimilio, eur gavaden evidon hag a dalv aour !
1903
Référence :
MBJJ
p25
Amañ e lezfomp an Ao. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klañv war al lestr ha nan eo ket c'hoazh yac'haet.
Aman e lezfomp an Autr. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klanv war al lestr ha nan eo ket c'hoaz yac'haet.
1903
Référence :
MBJJ
p93
E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.
E tu-hont d'ar c'hamcho ha d'ar zalio braz ac'h er enne 'vit dibri, pe 'vit skrivan, pe 'vit ober eun diskwiz, e zo aman eur chapel vraz hag eur chapel vihan : homan 'zo savet enni eur vreuriez a neve zo 'vit diboanian an anaon : enni dreist-holl, e plijo d'imp mont da gauzeal gant an Aut. Doue.
1903
Référence :
MBJJ
p112
An Ao. Estrad a reas ul luchadenn d'ar mestr.
an Aot. Estrad a reaz eul luchaden d'ar mestr.
1905
Référence :
IVLD
86
an Ao. Persoun.
1906
Référence :
KANNgalon
Genver 15
Evit ma vezo ar Sul d'an Ao. Doue e rank labour ar c'horf reiñ plas da labour an ene.
Evit ma vezo ar zul d'an Aot. Doue, e rank labour ar c'horf rei plas da labour an ene.
1907
Référence :
PERS
p124
Alies an hini gozh a vije azezet o tishilhañ kanab, hag an Ao. Vianney a dostae outi, war begoù e voutoù, evit lakat en he barlenn ar pezh a vije gantañ.
Aliez an hini goz a vije azezet o tissilla kanab, hag an Aot. Vianney a dostae outhi, var begou he voutou, evit lakad en he barlen ar pez a vije ganthan.
1907
Référence :
PERS
p104
War an eil bost, an Ao. Douareg a c'houlenn ma vo savet ar paeroniezh a-raok strollad ar baotred yaouank.
Var an eil bost, an A. Douarec a c'houlen ma vo savet ar paëroniez araok strollad ar baotred yaouank.
1908
Référence :
FHAB
Genver, niv.1, p10
an A. Doue.
1923
Référence :
KANNgalon
Mae 403
An Ao. Jonkour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret gwir ; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouzh e glevet !
An ao. Joncour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret guir ; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouz he glevet !
1924
Référence :
CDFI
niv. 2302, 29 mars, p1
Strollad Breizh a zo anvet dezhañ ur burev nevez, ur rener, tri eilrener, ur sekretour-teñzorer, hag eo an Ao.Ao. Konan -Treger-, Bocher -Kerne-, Renan -Goueloù-, abad Lec'hvien, ar Moal.
Strollad Breiz a zo hanvet d'ean eur Bureo neve, eur rener, tri eil-rener, eur sekretour-tenzorer, hag eo an OO. Connan, -Treger-, Bocher -Kerne-, Renan, -Goelo-, abad Lec'hvien, ar Moal.
1928
Référence :
BREI
niv. 54/2c
Kalvar Koad-Kev, evel m'emañ bremañ, e milin-baper an Ao. Bollore
Kalvar Koatkeo, evel m'ema breman, e Milin-baper an A. Bolloré.
1933
Référence :
FHAB
Eost, niv. 8, p319
An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus.
An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar sellou war an teâtr, en deus kalz d'ober, e Breiz, a-benn beza stummet diouz ar vicher hen gweler oc'h ober hirie elec'h all : prezek d'an dud a-vreman, 'n eun doare beo, krenn, nerzus.
1935
Référence :
BREI
niv. 425/1c
'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Mor-Bihan hag « Ille-et-Vilaine », eo anvet an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'hentañ, ezel eus ar « Conseil d'Etat » ; an eil, enseller war an arc'hant.
'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Morbihan hag Ille-et-Vilaine, eohanvet [sic] an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'henta, ezel eus ar « Conseil d'Etat »; an eil, enseller war an arc'hant.
1935
Référence :
BREI
niv. 416/3a
KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.
KUZUL-MERA AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anoiou an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermel, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant Kambr-Koñvers ar Morbihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goprou-Tiegez ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniez sindikajou al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.
1941
Référence :
ARVR
niv. 7/3a
Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »
Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazon Breiz da Zadorn Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesquer a ganas Kantik ar Basion, ha, war lerc'h, Strollad Kanerien ha Sonerien Roazon-Breiz a zisklerias eun oratorio nevez flamm savet gant Jef Penven war gwerziou an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »
1942
Référence :
FHAB
niv. Meurzh/Ebrel, p133
Bennozh Doue ivez d'an Ao. dieller eus an Aodoù-an-Hanternoz hag en deus roet din alioù fur a-zivout meur a anv-lec'h diaes da dreiñ e brezhoneg.
Bennoz Doue ivez d'an ao. Diheller eus an Aodou-an-Hanternoz hag en deus roet d'in aliou fur a-zivout meur a ano-lec'h diaes da drei e brezoneg.
1944
Référence :
SAV
niv. 30, p84
Ma zad hag an Ao. Ar Braz a rae aferoù an eil gant egile ; e-keit on [sic, oan] bet skoliad e Gwengamp, ec'h aen da Sul kentañ ar miz da di ar Brazien.
Ma zad hag an Aot. ar Bras a rae aferou an eil gant egile ; e-keit oun bet skoliad e Gwenngamp, ec'h aen da sul kenta ar miz da di ar Brasien.
1944
Référence :
EURW.1
p44
Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
Ar Résistance a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet eur rideoz a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay ; an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
1944
Référence :
EURW.1
p84
An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.
2012
Référence :
DJHMH
p9
Note d'étude
E deroù an XVIIIvet kantved e rae Gregor Rostrenenn gant ar berradur A., hep mui. Implijet eo bet A. ingal en XVIIIvet ha XIXvet kantvet, tre betek hanterenn gentañ an XXvet (war Feiz ha Breiz e 1908, da sk., hag e 1933 c'hoazh). Ar stumm Ao. (skrivet Au. d'ar mare-hont) a weler o tont war wel e deroù an XXvet kantved (1903). Keveziñ a ra, a-raok ar brezel bed kentañ, ouzh an adstummoù Aot. (Aut.) ha zoken Aotr. (Autr.). Skol Walarn a zibabas Ao., ar berradur a anavezomp. Adalek 1935 e teu ar berradur Ao.Ao war wel, evit "aotrounez", er gelaouenn Breiz.